Eidothea (henc'hresianeg : Ειδοθέα) zo un doueez hag a zo merc'h da Broteüs, e mojennoù Hellaz kozh.

Ido a vez graet anezhi gant Euripides en e drajedienn Helen, p'emañ-hi en he bugaleaj, ha Theonoe a-benn hec'h eured. Hervezañ eo Psamathe anv he mamm, pa'z eo gwreg Aiakos eo en oberennoù all.

Anv anezhi zo en Odysseia Homeros: sikour a ra Menelaos, pa chom sac'het gant e lestr, hep banne avel, en enez Faros[1].

Heñvelekaet eo ouzh Kabiro, merc'h da b-Protheüs hervez Strabon (X, 3, 21), ha mamm ar g-Kabired, engehentet gant Hefaistos.

Idotea arall

kemmañ

Un Eidothea arall zo anavezet, mamm da Kerambos.

Notennoù

kemmañ
  1. Hervez A. Kirchenbauer eo eus enez Sokotora, pe Sokotra er Meurvor Indian, an hini zo kaoz amañ, ha neket eus enez Faros, er Mor Kreizdouar, m'edo tour-tan Aleksandria. Gwelout [1].