Sokotra (arabeg : سقطرى Suquṭra) zo un enezeg e Republik Demokratel ha Poblel Yemen, e Meurvor Indez a-vaez da aod Somalia hag ur 189 milmor bennak (350 km) er su da ledenez Arabia.

Sokotra
(sqt) ساقطْري Saqaṭri
(ar) سُقُطْرَىٰ Suquṭrā
12° 30′ 36″ N, 53° 55′ 12″ R


Melestradur
Riez Banniel Yemen Yemen
Rannvro Hadhramaut
Gouarnelezh ʾArḫabīl Suquṭrā
("Enezeg Sokotra")
Kêr-benn Hadibu
Douaroniezh
Hirder 132 km
Ledander 50 km
Gorread 3 796 km²
Uhelder 0 m – 1 503 m
Kern Machanig
Poblañs 60 000 den
Stankter 16 den/km²

Sokotra end-eeun eo anv an enezenn vrasañ a-bell ; peder enezenn vihanoc'h zo ivez, ha meur a enezennig.

Goude bet un enezenn gristen e voe kemeret Sokotra gant muzulmiz arab er bloaz 639. Eno e rae moraerien Ledenez Arabia un ehan a-raok hedañ aod reter Afrika.

E 1505 e voe kemeret gant Portugaliz.

E 1886 e voe etre daouarn ar Rouantelezh-Unanet ha staget ouzh o zrevadenn en Aden betek 1967 pa voe krouet Republik Demokratel ha Poblel Yemen.


Lennegezh

kemmañ

E Sokotra an XIIvet kantved e c'hoarvez troioù-kaer ar vorlaerez Amina al-Sirafi :


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.