Eil emgann Schooneveld
Eil emgann Schooneveld a c'hoarvezas e 1673, etre ar morlu izelvroat, renet gant Michiel de Ruyter, hag ar morlu saoz, renet gant ar priñs Rupert, e-pad Brezel Holland.
Trec'h e voe an Izelvroiz.
Istor
kemmañGoude kollet Kentañ emgann Schooneveld, d'ar 7 a viz Mezheven 1673, gant ar morluoù gall ha saoz, ne rae komandanted an div vro nemet teurel ar bec'h an eil war egile. Michiel de Ruyter a glaskas tennañ e vad a gement-se, ha gant an avel a-du ez eas da glask kouezhañ war listri e enebourien, d'ar 14 a viz Even. Dizurzh spontus a oa er morlu gall ha saoz, ne oa ket sklaer urzhioù ar priñs Rupert, met sklaer e oa o labour d'an Izelvroiz : distruj gwernioù listri an enebourien gwashañ ma c'hallent.
En em dennañ a reas Saozon ha Gallaoued, ne golljont lestr ebet, met ret e oa dezho mont da adkempenn ar re a oa bet gwallaozet. Klask a rejont adarre distruj morlu an Izelvroioù en emgann Texel, met faezhet e voent adarre.
Pennad kar
kemmañLevrioù
kemmañ- Atkinson, C.T. (1908): The Anglo-Dutch Wars, in The Cambridge Modern History, volume 5
- Mahan, A.T. (1890): The Influence of Sea Power Upon History, 1660–1783
- Rodger, N.A.M. (2004): The Command of the Ocean: A Naval History of Britain, 1649–1815, Penguin
- Warnsinck, J.C.M. (1930): Admiraal de Ruyter, de zeeslag op Schooneveld Juni 1673, 's-Gravenhage