Kentañ emgann Schooneveld

Kentañ emgann Schooneveld a c'hoarvezas d'ar 7 a viz Even 1673, etre ar morlu izelvroat, renet gant Michiel de Ruyter, hag ar morlu saoz, renet gant ar priñs Rupert, e-pad Brezel Holland. Trec'h e voe an Izelvroiz.

Kentañ emgann Schooneveld, livet gant Willem Van de Velde ar c'hoshañ.

Michiel de Ruyter, amiral abaoe C'hwevrer 1673, a glaskas stankañ an hent d'ar morlu saoz en Tavoez o kas al listri d'ar strad el lec'h enkañ. Met ne deuas ket a-benn, kuit ez eas ar morlu saoz war vor e koulz vat. Repu a gavas Ruyter d'ar 15 a viz Mae 1673, e lenn-vor Schooneveld, e-tal enez Walcheren, unan eus Inizi Zeeland.

Pennad kar

kemmañ