Digeriñ al lañser pennañ
Anna Eleanor Roosevelt

Anna Eleanor Roosevelt, ganet d'an 11 a viz Here 1884 ha marvet d'ar 7 a viz Du 1962, a oa ur First Lady, diplomat ha stourmerez evit gwirioù Mab-Den e Stadoù Unanet Amerika. Bez e voe ar First Lady of the United States etre miz Meurzh 1933 ha miz Ebrel 1945 e-pad respet he gwaz, Franklin D. Roosevelt, evel prezidant ar vro. Betek-henn ez eo ar vaouez a zo bet ar muiañ amzer evel First Lady of the United States. Roosevelt a zo bet kannad Stadoù-Unanet Amerika evit bodad hollek Aozadur ar Broadoù Unanet etre 1945 ha 1952. Ar prezidant Harry S. Truman en devoa graet eus outi ar "First Lady of the World" evit enoriñ an araokadurioù a-fed gwirioù Mab-Den degaset ganti.