Elektryone (henc'hresianeg : Ἠλεκτρυώνη) e oa doueez an Heol e mojennoù koshañ Hellaz kozh. Pa zegouezhas mojennoù klasel an Henamzer da ren e teuas da vout merc'h Helios. E Rodos dreist-holl e veze enoret, evel Helios. Marteze e oa muioc'h doueez ar beure, pe hini skiant an den o tihuniñ, rak dont a ra an doare dorek eus an anv, Alektrona eus tro-c'henel Αλεκτορ, alektor, a dalv kement ha kilhog, un anv hag a zerefe a-walc'h ouzh un doueez-heol. Marteze ivez peogwir e kreded eo hi an hini a roe d'ar baotred o nerzh-beure. An doare klasel "Elektryone" a zo kar da "Elektra", a dalvez goularz, liv an deiz da sav-heol.