Eleonore Aostria (1653-1697)
- Ur pennad Eleonora Aostria zo ivez.
Eleonore von Österreich, en alamaneg Eleonora Aostria, (13 a viz Mae 1653 e Regensburg-17 a viz Kerzu 1697 e Vienna), a oa merc'h d'an Impalaer Santel Ferdinand III ha da Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers.
He buhez
kemmañRouanez Pologn
kemmañGoude ur bugaleaj sioul en un tiegezh karantezus e voe dimezet da 17 vloaz, evel ma oa ar boaz, hervez ezhommoù politikerezh an Impalaeriezh santel. Michał Wiśniowiecki, e oa ar pried dibabet. Hennezh a oa Roue Pologn ha Lituania. D'ar 27 a viz C'hwevrer 1670 e voe graet an eured, e manati Jasna Góra.
E Varsovia edo o chom, met ne c'hallas ket en em glevout gant he gwaz a oa lonker daonet, dic'houest d'ober bugale a-hervez, ha bugel ebet n'he doe.
Tri bloaz goude, e 1673, e varvas ar pried mezvier. Daou vloaz e c'hortozas an intañvez yaouank a-raok distreiñ d'he bro, da Vienna. Koulskoude a-hed he buhez e voe graet rouanez Pologn anezhi.
Dugez Loren ha Bar
kemmañPa voe distro da lez he bugaleaj en em gavas gant gwellañ mignon he breur impalaer, Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel. Hennezh a oa niz ha pennhêr Dug Loren ha Bar, Karl V Loren, hag a oa en harlu abalamour ma oa bet aloubet e vro dizalc'h gant armeoù ar roue gall Loeiz XIV. Karantez a savas etre an daou zen yaouank. Siwazh, penaos e c'hallje ur paourkaezh dug yaouank dizouar dimeziñ d'un arc'hdugez, rouanez ouzhpenn-se, c'hoar d'an Impalaer war ar marc'had?
Dimezioù
kemmañDimezet e voe div wech:
- D'ar 27 a viz C'hwevrer 1670, e Lemberg, da Michał Wiśniowiecki, roue Pologn
Goude marv ar roue d'an 10 a viz Du 1673 ha goude ma voe dilennet e warlerc'hiad, Johann III Sobieski, e tistroas Eleonore da Aostria.
- D'ar 6 a viz C'hwevrer 1678 e timezas d'an dug Karl V Loren, dug Loren; pemp bugel a c'hanas:
- Leopold Iañ Loren (1679–1729), dug Loren ha Bar
- Karl Joseph (1680–1715), eskob Olmütz hag arc'heskob Trier
- Eleonore (1682–1682)
- Karl Ferdinand (1683–1685)
- Joseph Innozenz (1685–1705), jeneral en arme an impalaer, gloazet d'ar marv en emgann Cassano (1705)
- Franz Joseph (1689–1715), abad Stavelot ha Malmedy