Elio Di Rupo
Elio Di Rupo (ganet d’an 18 a viz Mezheven1951 e Morlanwelz) a zo ur politikour eus Belgia, e penn ar Strollad Sokialour gallek (PS). Etre miz Kerzu 2011 ha miz Gwengolo 2014 eo bet Kentañ Ministr Belgia.
Buhez
kemmañMab da enbroidi eus Italia eo Elio Di Rupo. Mervel a reas e dad e 1952, pa ne oa nemet bloaz ha desavet e voe gant e vamm. Graet en deus studioù uhel ha tapet un doktorelezh war ar gimiezh e skol-veur Mons-Hainaut.
Er bloavezhioù 1980 e krogas e vuhez politikour, e-barzh ar Strollad Sokialour. E 1982 e voe dilennet da vaer e Mons. E 1987 e voe dilennet da gannad evit pastell-vro Mons hag e 1991 e voe dilennet da senedour. Etre 1992 ha 1994 e voe ministr an Deskadurezh ha ministr ar C'hleweled e Kumuniezh C'hall Belgia. E 1994 e voe anvet e gouarnamant kreiz Belgia, da ves-kentañ ministr.
E 1999 e teuas da vezañ prezidant ar PS. E penn gouarnamant Wallonia e voe e-pad un nebeud mizioù e 1999, hag adarre etre 2005 ha 2007. Strivet en deus da glask gwellaat skeudenn diavaez Strollad Sokialour Wallonia, a oa hini ur strollad bet breinet e-pad bloavezhioù gant aferioù arc’hant amsklaer. E miz Gouere 2007 e oa bet addilennet Di Rupo e penn ar Strollad Sokialour gant 89,5% eus ar mouezhioù[1].
Embannet en doa ent-foran, e 2001, e oa heñvelrevour[2].
Da-heul ar votadeg a oa bet e Mezheven 2010 evit dilenn kannaded Belgia, e oa bet gwelet evel unan eus an dud a c’hallje mont da gentañ ministr Belgia, dre ma oa bet tapet kalz mouezhioù gant ar Strollad Sokialour er Gumuniezh c’hallek. N’eo nemet e miz Kerzu 2011, goude 540 devezh a gaozeadennoù etre ar strolladoù, e oa bet kavet un emglev ha savet ur gouarnamant, harpet gant 6 strollad ha renet gant Elio Di Rupo.
Notennoù
kemmañ- ↑ Sellout ouzh La Libre Belgique 12/07/2007
- ↑ Sellout ouzh Le premier «coming out» public d'un homme politique e-barzh La Libre Belgique, 25/04/2001