Elisedd ap Gwylog
Elisedd ap Gwylog (Elisetus e latin hag Ellis e saozneg), ganet war-dro 725 ha marvet war-dro 755, a oa roue Powys.
Ne gaver ket kalz a dra en dielloù a-zivout Elisedd, a oa diskennad da Brochwel Ysgithrog. Aloubet en dije en-dro douaroù Powys goude ma oant bet aloubet gant ar Saozon.
Peul
kemmañE c'hourvab, Cyngen ap Cadell a savas ur peulvan evel maen-koun dezhañ nepell diouzh al lec'h m'emañ abati Valle Crucis krouet diwezhatoc'h. Croes Eliseg (pe Kroaz Eliseg a vez graet anezhañ), hogen ar meneg Eliseg a lenner war ar peul a rank bezañ ur fazi a-berzh bener an enskrivadur.
An enskrivadur latin war ar peul a zo bremañ diaes-kenañ da lenn, met evit doare e oa sklaeroc'h da vare Edward Lhuyd en adskrivas. Evel-henn emañ troidigezh al lodenn a denn da Elisedd :
- + Concenn mab Catell, Catell mab Brochmail, Brochmail mab Eliseg, Eliseg mab Guoillauc.
- + Hag ar Concenn-mañ, gourvab Eliseg, a savas ar maen-mañ evit e gourdad-kozh Eliseg.
- + An hevelep Eliseg, a juntas kevret hêrezh Powys . . . er-maez galloud an Angled war-bouez e gleze ha dre an tan.
- + Nep piv bennak a adlavar ar pozioù, ra vennigo ene Eliseg.
Hervez barzhonegoù kozh en devoa Elisedd ur gurunenn dibar, ur chadenn aour, hag a oa arouezioù dizalc'hted Powys[1]. Roud ebet anezho ne gaver en istor, met marteze e teujont war wel pa voe kurunennet Owain Glyndŵr e 1400.
War-lerc'h Elisedd e renas e vab Brochfael.
En e raok: Gwylog ap Beli |
Roue Powys ) 725 - 755 |
War e lerc'h: Brochfael ab Elisedd |
Levrlennadur
kemmañNotennoù
kemmañ