Else Hansen
Cathrine Marie Mahs (Else) Hansen (1720 – 4 a viz Gwengolo 1784), anavezet ivez evel Madam Hansen, a oa serc'h da Frederik V, roue Danmark ha Norge.
N'eus nemeti he devoe un darempred hir, etre 1746 ha 1752, gant ar roue a gave gwelloc'h, peurvuiañ, kaout afer ouzh gisti.
Genel a reas he zri bugel diwezhañ e maner Ulriksholm, ti ar major Ulrik Frederik von Heinen, breur-kaer da Adam Gottlob Moltke, hag anavezet e oa he zroiadoù di pa veze poent. En ofisiel e oant bugale d'ur c'habiten a vor dianav, anvet Frederick Hansen.
Noplaet e voe Else Hansen, ar pezh na c'hoarvezas da serc'h all ebet, hag anvet de Hansen neuze. Da get ez eas ar skourr avat gant marv he mab. Levezon ebet n'he doe war ar politikerezh.
Goude 1752 e oa brudet da vout intañvez ar c'habiten Frederik Hansen, ha mont a reas da chom e ti Ulrik Frederik von Heinen.
Pa varvas ar roue Frederik e 1766 e prenas domani Klarskov on Funen, ma vevas betek he marv. E 1774 e werzhas Klarskov met chom a reas eno da vevañ. He bugale ne voent ket anavezet en ofisiel met war o zro e reas al lez, ha dimezet e voe ar merc'hed da dud a lignez uhel pe da varc'hadourien veur. Betek he bugale-vihan a voe roet arc'hant dezho gant an tiegezh roueel.
He bugale
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Ac'hadur (en)