Frederig V Danmark

(Adkaset eus Frederik V)
Ur pennad Frederig V zo ivez.

Frederig V Danmark, pe Frederik V e daneg (1723–1766), a oa Roue Danmark ha Roue Norge adal 1746 betek e varv 20 vloaz diwezhatoc'h.

Frederig V Danmark

Mab e oa da Christian VI ha da Sophie Magdalene von Brandenburg-Kulmbach e bried.


Dimezioù ha bugale

kemmañ

Div wech e timezas.

Eured kentañ

kemmañ

Da gentañ ec'h euredas da Louise Breizh-Veur.

 
Frederig V Danmark hag e bried kentañ Louise Breizh-Veur.

Pevar bugel o doe:

  1. Sofia Magdalena Danmark, dimezet da Gustav III , roue Sveden.
  2. Vilhelmine Caroline Danmark, ganet e 1747, dimezet da Wilhelm Iañ Hessen-Kassel, priñs Hessen-Kassel.
  3. Christian VII, roue Danmark-Norvegia, ganet e 1749
  4. Louise Danmark, ganet e 1750, dimezet da Carl von Hessen.

Eil dimeziñ

kemmañ

Goude intañviñ ec'h addimezas da Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel. Ur mab o doe, ar priñs Frederig Danmark (1753-1805).

Pried kleiz

kemmañ

Bugale all en doe gant e bried-kleiz Else Hansen :

  • Frederikke Margarethe de Hansen, kontez Destinon (1747–1802)
  • Frederikke Catherine de Hansen, kontez Lützau (1748–1822)
  • Anna Marie de Hansen, Itron Fehmann, ha goude Itron van Meulengacht (1749–1812)
  • Sophie Charlotte de Hansen, Kontez Origny (1750–1779)
  • Ulrik Frederik de Hansen (1751–1752)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.