Emgann Aegelesthrep

(Adkaset eus Emgann Aylesford)

En emgann Aegelesthrep en em gannas ar Vrezhoned ouzh ar Saozon. N'eo anavezet nemet dre un arroudenn eus ar C'hronik angl-ha-saoz :

Emgann Aegelesthrep



Maread 455 (?)
Lec'h Aylesford (?), bro-Saoz
Disoc'h Disklaer
Emgannerien
BrezhonedSaozon
Pennoù-brezel
VortigernHengist Horsa
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
KatigernHorsa
Her Hengest 7 Horsa fuhton wiþ Wyrtgeorne þam cyninge, in þære stowe þe is gecueden Agælesþrep, 7 his broþur Horsan man ofslog; 7 æfter þam Hengest feng to rice 7 Æsc his sunu.
"Aze e stourmas Hengest ha Horsa ouzh ar roue Vortigern el lec'h anvet Agælesþrep. Lazhet e voe e vreur Horsa. Goude-se e kemeras Hengest ar rouantelezh gant e vab Aesc."

Ne lavar ket ar C'hronik piv a c'hounezas, met Nennius a veneg un emgann c'hoarvezet en ul lec'h a oa Rithergabail e anv, ma vije bet lazhet Horsa. Ne spisa ket kennebeut piv a voe trec'h met hervezañ e voe gounezet ar brezel gant ar Vrezhoned.

49. secundum bellum super uadum, quod dicitur in lingua eorum episford, in nostra autem lingua rithergabail, et ibi cecidit hors cum filio guorthigirni, cuius nomen erat categirn
"An eil er roudouz a anver Episford en o yezh met Rithergabai len hon hini, ha du-se e kouezhas Horsa gant ur mab da Vortigern, a oa Katigern e anv."

Hervez John Morris e oa an emgann-se un darn eus un argadeg saoz war-du Londrez. Harpet e voe, war a seblant, daoust ma ne voe ket peurdrec'het Hengist rak barrek e voe da faezhañ ul lu brezhon bloaz diwezhatoc'h en Emgann Crecganford.

Daveoù

kemmañ
  • John Morris: The Age of Arthur : A History of the British Isles from 930 to 650, Weidenfeld & Nicholson, London, 1993.