Emgann Bron yr Erw a c'hoarvezas e Clynnog Fawr en Arfon, e penrhyn Llŷn, e 1075 etre armeoù Gruffudd ap Cynan ha re Trahaearn ap Caradog. Meneget eo e Brut y Tywysogion ha Hanes Gruffudd ap Cynan.

Pa varvas Bleddyn ap Cynfyn, roue Powys, e voe aloubet e rouantelezh gant Trahaearn, mestr Arwystli, ha Cynwrig ap Rhiwallon eus Maelor. Klask a reas Trahaearn ha Cynwrig lakaat Llŷn dindan gazel-ge, ha c'hoant dezho ober kemend-all gant rouantelezh Gwynedd penn-da-benn.

Dont a eure Gruffudd ap Cynan eus Dulenn gant soudarded eus Lec'hlenn. Dilestrañ a eure en Abermenai. Trec'hiñ a reas Trahaearn, ha Cynwurig, a voe lazhet.

Trahaearn a gendalc'has ar stourm gant e amezeg Gwrgenau ap Seisyllt a-enep Gruffudd. Trec'het e voe Gruffydd ap Cynan e Bron yr Erw ha tec'hel a reas da Iwerzhon.

Levrlennadur kemmañ

  • J. E. Lloyd, History of Wales from the earliest times to the Norman conquest (Longmans, 1937)