Gruffudd ap Cynan
Gruffudd ap Cynan (war-dro 1055 - 1137) a oa roue Gwynedd adalek 1081 betek e varv. Ganet e oa e Dulenn, savet e Sord Cholmcille (Swords) e-kichen Dulenn. Mab e oa da Cynan ap Iago, ha da Ragnell, ur verc'h da Olaf Arnaid, roue Daned Dulenn. Eus Iwerzhon e teuas skoazell dezhañ da gemer ar galloud e Gwynedd.
SkridAozañ
Pezh a ouzomp anezhañ a deu dreist-holl eus Hanes Gruffudd ap Cynan, ur buhezskrid savet war-dro 1160 marteze, e-kerzh ren e vab Owain Gwynedd.
Er vac'hAozañ
Bugale Gruffudd ap CynanAozañ
- Cadwallon ap Gruffudd (m. 1132)
- Owain Gwynedd, dimezet
- da Gwladus ferch Llywarch ap Trahaearn
- da Cristin merc'h Goronwy ab Owain
- Cadwaladr ap Gruffudd, dimezet da Alice de Clare, merc'h Richard Fitz Gilbert de Clare
- Susanna, dimezet da Madog ap Maredudd, priñs Powys
- Gwenllian, dimezet da Gruffudd ap Rhys, priñs Deheubarth
Gruffudd hag ar varzhedAozañ
Meilyr Brydydd a oa barzh e lez Gruffudd ap Cynan. Gantañ e voe savet marvnad ar roue, evel a oa dleet dezhañ.
LevrlennadurAozañ
- V. Eirwen Davies, Gruffudd ap Cynan (Cyfres Ddwyieithog Gŵyl Ddewi, Caerdydd, 1959)
- D. Simon Evans (gol.), Historia Gruffud vab Kenan (Gwasg Prifysgol Cymru, Caerdydd, 1977)