Sord Cholmcille, pe Sord[1] hepmuiken (Swords e saozneg), zo ur gêr e reter Iwerzhon, e-kichen Dulenn. E kontelezh Fine Gall emañ, tre e-kichen aerborzh Dulenn. Ar gêr vrasañ eo e kontelezh Fine Gall abaoe ma oa bet krouet ar gontelezh-se e 1994, diwar rannañ kontelezh Dulenn.

Ar Straed Vras e 2007.

Kontañ a reer e voe savet ar gêr gant Sant Colmcille war-dro 560. Kresket buan eo poblañs kêr er bloavezhioù diwezhañ ; e 2011 e oa 42 738 a annezidi. Dont a ra touristed di da welet ar c'hastell, savet war-dro 1200, ha feunteun sakr Colmcille, e-kichen an iliz.

E Sord e voe graet obidoù Brian Boru war-lerc'h Emgann Cluain Tarbh (Clontarf), hag er gêr-se ivez e voe savet Gruffudd ap Cynan, a zeuas da vezañ roue Gwynedd adalek 1081.

Notennoù kemmañ