Trahaearn ap Caradog
Trahaearn ap Caradog (1044? - 1081) a oa Roue Gwynedd adal 1075 betek e varv e 1081. Ren a rae war Arwystli, ur c'hantrev war an harzoù etre Gwynedd ha Powys. Tamm-ha-tamm e kreskas e c'halloud war hanternoz Kembre.
Mab e oa Trahaearn da Cadog ap Gwyn ha ganet e oa war-dro 1044. Goude marv Bleddyn ap Cynfyn e 1073, ne oa hini ebet eus e vugale a oa kozh a-walc'h da bignat war tron Gwynedd, ha kemeret e voe ar galloud gant Trahaearn ap Caradog, a oa kenderv da v-Bleddyn. Er bloavezh-se ivez e tilestras Gruffudd ap Cynan war Enez Mon, o tont eus Iwerzhon gant un armead. Gant skoazell ar baron norman Robert Rhuddlan e trec'has Trahaearn ha kemer a reas ar galloud e Gwynedd. Tabut a voe avat etre an armead Iwerzhoniz ha Kembreiz Llŷn, ha kement-se a roas tro da Drahaearn da faezhañ Gruffudd en Emgann Bron yr Erw ha da lakaat anezhañ da dec'hout da Iwerzhon.
Ren a reas Trahaearn war Gwynedd betek 1081, pa zistroas Gruffudd ap Cynan da Gembre gant un armead Iwerzhoniz ha Daned, ober emglev gant Rhys ap Tewdwr, roue Deheubarth, hag a oa bet skarzhet eus e rouantelezh gant Caradog ap Gruffudd eus Morgannwg. Emglev a reas Trahaearn gant Caradog ap Gruffydd, met trec'het e voe en Emgann Mynydd Carn, en hanternoz da Dyddewi, ha lazhet e voe Trahaearn ha Caradog. Trec'h e oa Gruffudd ha mont a reas da roue e Gwynedd. Rhys ap Tewdwr, eñ, a bignas en-dro war dron Rouantelezh Deheubarth.