Emgann Brunanburh
Emgann Brunanburh a c'hoarvezas en 937 etre arme roue Saksoned Wessex, Æthelstan, hag armead e enebourien, Kelted ha Vikinged, savet gant tri roue: Olaf Gothfrithson, roue viking Dulenn, ha Constantin Skos hag Owen Ystrad Clud. Trec'h e voe Æthelstan.
Menegoù
kemmañMeneget eo an emgann:
The Laud Chronicle (E)
937. In this year Athelstan (and Edmund, his brother), led levies to Brunanburh (1), and there fought against Anlaf : with the help of Christ they had the victory (and there slew five kings and eight jarls). (1) : Hic factum est illud magnum et famosum bellum in Brunanbyri cf G.N. Garmonsway. Everyman's Library. 1953, 1972 **** 1984 |
Oberennoù all diwezhatoc'h:
- kronik William Malmesbury,
- Cronicl Tigernach Gwyddeleg,
- Egils saga gant Snorri Sturluson diwar-benn Egill Skallagrimsson, Viking a oa en arme Athelstan.
Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz ma lenner ur varzhoneg diwar-benn emgann Brunanburh, e voe ul lazhadeg vras evel biskoazh abaoe donedigezh ar Saksoned. Gant trec'h Æthelstan e voe kreñvaet rouantelezh Bro-Saoz unanet.
Lec'h an emgann
kemmañHervez an istorourien a vremañ e oa Brunanburh unan eus brasañ emgannoù istor ar vro. N'ouzer ket pelec'h e oa Brunanburh avat. Soñjal a c'haller e hanternoz Bro-Saoz pe kreisteiz Skos.
Marteze ivez e ledenez Wirral, tostik da Bromborough, pe e Devon.
Kembre
kemmañHywel Dda an hini a rene neuze e Kembre.