Ledenez Wirral (Wirral pe the Wirral e saozneg, Cilgwri e kembraeg) zo ul ledenez e Gwalarn Bro-Saoz, etre ar stêrioù Dyfrdwy, a ra an harzoù gant Kembre, ha Mersey, ha dezhi stumm un hirgarrez, 16 km hed hag 11 km ledander.

Kartenn ledenez Wirral
Aber ar stêr Dyfrdwy, ha Kembre en a-dreñv, gwelet eus Caldy Hill, e Ledenez Wirral.

Div rann

kemmañ

Rannet eo al ledenez e div lodenn:

A-raok ar 1añ a viz Ebrel 1974 e oa e Cheshire penn-da-benn.

Kêrioù

kemmañ

E reter al ledenez emañ kêrioù bras Wirral, Birkenhead (Penbedw e kembraeg) ha Wallasey. Er c'hreisteiz hag er c'hornôg ez eus maezioù dreist-holl. Div drederenn eus poblañs Cilgwri zo o chom en un drederenn eus an douaroù.

Lennegezh

kemmañ

E Culhwch ac Olwen ez eus anv eus “Mwyalch Gilgwri” (Moualc'h Cilgwri), unan eus ar c'hoshañ loened a zo er bed, ha goulennataet eo gant Cei, Gwrhyr Gwalstawd Ieithoedd, Bedwyr hag Eidoel a zo o klask gouzout pelec'h emañ Mabon.

Er varzhoneg krennsaoznek Syr Gawayn and the Grene Knygt e weler Gawain, an haroz brezhon, war e hent da hanternoz Kembre, o tremen dre Gilgwri, hag anv zo eus the wyldernesse of Wyrale, hervez embannadur J.R.R. Tolkien (Sir Gawain and the Green Knight, Cambridge, eil embannadur, 1967).