Emgann Castelfidardo
En emgann Castelfidardo, c'hoarvezet d'an 18 a viz Gwengolo 1860 en ur gêr vihan eus Marche, e voe trec'h arme Rouantelezh Sardigna, dindan ar jeneral Enrico Cialdini war soudarded ar jeneral gall Lamoricière a oa o tifenn Stadoù ar Pab.
Rann eus | Risorgimento, Eil Brezel Dizalc'hiezh Italia, Piedmontese campaign in Central Italy |
---|---|
Stad | Stadoù ar Pab |
Lec'h | Castelfidardo |
Daveennoù douaroniel | 43°13′0″N 13°23′0″E |
Heuliet gant | Siege of Ancona |
Deiziad | 18 Gwe 1860 |
Deiziad kregiñ | 18 Gwe 1860 |
Deiziad echuiñ | 18 Gwe 1860 |
Perzhiad | Royal Sardinian Army, Vatican Army |
Niverusoc'h e oa soudarded Piemonte, un 39 000 anezho, e-skoaz re ar Pab ha ne oa nemet 10 000 anezho. Ar re-se a oa dindan urzhioù ar jeneraled c'hall Louis Juchault de Lamoricière ha Georges de Pimodan. Kalz eus soudarded ar Pab a deue eus Breizh, kornôg Bro-C'hall ha Belgia. Goude-se e voe savet korfarme zouaved ar pab.
An emgann
kemmañGoude Tro-vrezel Italia e 1859, ha trec'h Rouantelezh Sardigna e Solferino, deuet gant skoazell arme Bro-C'hall, e c'hallas ar roue kemer Lombardia ha kas ar Risorgimento war-raok. E deroù 1860, e dugelezhioù Parma ha Modena, e voe votet ar stagidigezh ouzh kurunenn Sardigna, hag ivez en Emilia, e Romagna ha Toskana.
Goude an emgann
kemmañGoude-se e c'hallas arme Piemonte en em unaniñ gant hini Garibaldi a oa o paouez aloubiñ kreisteiz al ledenez.