Eil Brezel Dizalc'hiezh Italia

Eil Brezel Dizalc'hiezh Italia a c'hoarvezas e 1859, etre Rouantelezh Sardigna hag Impalaeriezh Aostria.

Ar roue Vittorio Emanuele II hag an impalaer Napoleon III o vont e kêr Milano skoaz ouzh skoaz.

A-raok ar brezel

kemmañ
 
Italia a-raok ar brezel.

Camillo Benso, kont Cavour, a oa bet anvet da Gentañ Ministr rouantelezh Sardigna e 1852. klask a reas kaout harp digant Bro-C'hall ha Bro-Saoz evit kaout pouez brasoc'h e-touez stadoù kreñv Europa troet war-zu ar vodernelezh. Setu perak, en 1855, e kasas ur rannarmead bersaglieri da Grimea da vrezeliñ skoaz-ouzh-skoaz gant Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet hag an Impalaeriezh otoman, ha goude-se e c'hallas mont ouzh taol an diplomated da varc'hata da vare feur-emglev Pariz e 1856 ha skoulmañ darempred gant an impalaer gall Napoleon III.

Setu penaos en em gavas, en Gouhere 1858, e Plombières, Cavour hag an Impalaer da sinañ un emglev kuzh (emglev Plombières) ma ouestle Bro-C'hall dont da harpañ rouantelezh Sardigna ma vije taget gant Aostria. En eskemm, priz an emglev-harpañ-se, ma vije staget, ouzh Piemonte, Lombardia, Veneto, douaroù stag ouzh Venezia war aod Mor Adria, ha kêr Bologna, e vije roet Savoia ha kontelezh Nisa da Vro-C'hall.

E deroù 1859 e stagas gouarnamant Piemonte da hegaziñ Impalaeriezh Aostria. Distroet e oa Giuseppe Mazzini ha Giuseppe Garibaldi da Italia, ha roet e voe kefridi d'ar jeneral Garibaldi da sevel un arme, anvet Cacciatori delle Alpi (chaseourien an Alpoù), ma veze degemeret harluidi eus rouantelezh Lombardia-Veneto a oa dindan impalaeriezh Aostria.

Pennadoù kar

kemmañ