Emgann Dunnichen
Emgann Dunnichen pe Emgann Nechtansmere (gouezeleg Dùin Neachdain, kembraeg kozh: Linn Garan) a c'hoarvezas etre ar Bikted hag Angled Northumbria d'an 20 a viz Mae 685 e-kichen Nechtansmere. Trec'h e voe ar Bikted ma voe kollet un darn vras eus o galloud gant tud Northumbria en hanternoz Preden .
Emgann Dunnichen | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Northumbria | Fortriu | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Ecgfrith Northumbria | Bridei III | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Dianav |
Oc'h en em astenn war du an norzh edo Northumbria ha gant hec'h arme e oa bet aloubet Dinedin, kêr-benn gozh Gododdin war-dro 638, hag e-pad an tregont vloaz war-lerc'h o devoa sujet rouantelezhioù Strat Clut, Dal Riada ha Fortriu.
E 685 ec'h aloubas Ecgfrith Northumbria douaroù ar Bikted, da virout outo a breizhañ ar Su, war a seblant, pe da rediañ o roue Bridei da anavezout e aotrouniezh adarre. Kejañ a rejont d'an 20 a viz Mae e-kichen Dunnichen, er pezh a oa un rannvro c'heuniek strewet gant kalz leunioù d'ar mare-hont. Nebeut-tre a ouzer diwar-benn an emgann met lazhet e voe Ecgfrith ha distrujet e voe e arme. Kollet e voe he levezon war an norzh gant Northumbria goude-se ha biken ne voe gouest ken da aotrouniañ ar rouantelezhioù a yeas da ober Bro-Skos.