Emgann Maiwand, a c'hoarvezas en Emirelezh Afghanistan d'ar 27 a viz Gouere 1880, zo unan eus brasañ emgannoù an Eil brezel etre Afghanistan hag an alouberien vreizhveuriat. Eno e voe trec'h 25 000 Afghan eus arme Ayoub Khan hag ar bachtounez Malalai Anaa war 2 500 soudard eus armeoù Impalaeriezh Breizh-Veur hag ar Raj breizhveuriat, a oa dindan ar Brigadier-Jeneral George Burrows.

Emgann Maiwand

Tachenn-emgann Maiwand
Kabiten J. R. Slade, R. H. A., 1880
Deiziad 27 Gouere 1880
Lec'h Maiwand, Banniel Afghanistan Afghanistan
31° 37' 2.724" N – 65° 1' 54.205" R
Disoc'h Trec'h an Afghaned
Bellerien
Impalaeriezh Breizh-Veur
Raj breizhveuriat
Emirelezh Afghanistan
Pennoù
George Burrows Ayoub Khan
Nerzhioù
2 476 25 000
Kolloù

969 lazhet
177 gloazet

Etre 2 000 ha 2 700
lazhet pe c'hloazet
Brezelour eus Kohistan, en Afghanistan
An 11 diwezhañ
Lidañ an trec'h e Kandahar e 1880

Koustus e voe an emgann d'an Afghaned, gant ouzhpenn 2 050 brezelour pachtoun lazhet (marteze 2 750) ha war-dro 1 500 gloazet, pa ne voe nemet 969 soudard lazhet e tu ar Saozon, ha 177 den gloazet[1].

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Robson, Brian : The Road to Kabul – The Second Afghan War 1878-1881, The History Press, 2008 (ISBN 978-1-86227-416-7)