Malalai Anaa
Malalai Anaa (pachtoueg : نورزی ملالۍ انا), anavezet ivez evel Malalai Maiwand (pachtoueg : نورزی د معيړند ملالۍ), pe Malala (pachtoueg : ملاله) pe « Malalai Noorzai ar vamm-gozh », zo un harozez vroadel en Afghanistan.
Ganti e voe kaset an armead pachtoun a-enep arme Impalaeriezh Breizh-Veur da emgann Maiwand e 1880 e-pad an eil brezel etre Breizh-Veur hag Afghanistan.
Skolioù hag ospitalioù zo bet lakaet en hec'h anv. Meneget eo hec'h anv en holl levrioù-skol ar vro.