Emgann Muqdisho (1993)
Emgann Muqdisho (somalieg: Maalintii Rangers, '"Devezh ar Rangers"'), lesanvet Black Hawk Down incident, a oa ul lodenn eus an Oberiadur-brezel Gothic Serpent. Stourmet e oa bet d'an 3 ha d'ar 4 a viz Du 1993, e Muqdisho, e Somalia, etre nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika harpet gant an UNOSOM II ha milisianed leal da Mohamed Farrah Aidid. Ul lodenn eo eus stourmoù herzel brezel diabarzh Somalia. Abaoe 1991 e oa aet an traoù war fallaat er vro betek ma voe naonegezh; Aozadur ar Broadoù Unanet a oa o klask harpañ an drevourien evit reiñ boued dezho dre aer. A-benn ar fin e voe kemmet ar gefridi evit klask degas an demokratelezh en-dro er vro gant ur gouarnamant.
Aidid, n'en doa ket c'hoant da gaout liamm gant an ABU. Un nerzh kas Rangers stadunanat a oa bet kefridiet da herzel daou letanant uhel eus Aidid e-kerzh un emvod e kêr. Pal an oberiadur a oa bet tizhet, met troet e oa fall an traoù memestra rak degaset e oa bet Emgann gwadus Muqdisho. An oberiadur-brezel a oa kroget d'an 3 a viz Here 1993, sañset e oa padout un eur, kendalc'het e oa an noz-pad betek ma vefe echuet gant an oberiadur-sikour d'ar 4 a viz Here 1993.
An dagadenn a oa bet unan dre aer ha dre zouar. E-kerzh an oberiadur e oa degouezhet nerzhioù stourm somalian a oa deuet a-benn da ziskar div viñsaskell Sikorsky UH-60 Black Hawk oc'h implij ur banner roketennoù RPG-7. Klasket e oa bet difenn ha saveteiñ bourzhidi ar biñsaskelloù, ar pezh a oa bet diskouezet er film Black Hawk Down embannet e 2001. Kendalc'het e oa ar stourm e-kerzh an noz evit difenn ar biñsaskelloù ha dreistbeverien ar gwallzarvoud. Daou denner eus ar gwellañ a oa bet a youl vat evit bezañ kaset betek eno, marvet e oant hag enoret gant ar Medal of Honor. Ar mintinvezh, an UNOSOM II a oa deuet a-benn da dizhout lec'h ar gwallzarvoudoù biñsaskell gant kirri hobregonet, kolloù all a oa bet met deuet e oa an oberiadur-sikour a-benn da saveteiñ ar re a oa chomet bev.