Emgann Westerplatte

Emgann Westerplatte, lesanvet "Verdun Poloniz", a zo un emgann hag a enebas, adalek ar 1añ betek ar 7 a viz Gwengolo 1939, an arme bolonat ouzh hini an Trede Reich alaman. Raktal e voe difennerezh Westerplatte un arouez evit al lu hag ar bobl boloniat ouzh tagadennoù trec'hus lu an Trede Reich. Chomet eo an emgann-mañ un darvoud pouezus en istor ar vro. E Westerplatte, ur c'hourenez lec'hiet nepell diouzh Gdańsk, eo e voe dalc'het kentañ emgann an Eil Brezel-bed. Ne oa nemet a-boan kant den er gwarnizon dindan urzhioù ar major Henryk Sucharski (1898-1946) hag ar c'habiten Franciszek Dąbrowski (1904-1962).

Emgann Westerplatte
Tamm eus Eil Brezel-bed
Plan emgann Westerplatte
Plan emgann Westerplatte

Maread 1añ a viz Gwengolo 1939 - 7 a viz Gwengolo 1939
Lec'h Westerplatte Kêr dieub Gdańsk
Disoc'h Trec'h propaganda ha milourel an Trede Reich
Emgannerien
PoloniaTrede Reich
Kêr dieub Gdańsk
Pennoù-brezel
Henryk Sucharski
Franciszek Dąbrowski
Friedrich-Georg Eberhardt

Gustav Kleikamp

Wilhelm Henningsen
Niver a emgannerien
209 soudard3400 soudard hag archer

2 bag tarzherezioù

60 karr-nij bombezadeg dre a-us
Kolloù
15-20 lazhet

53 gloazet

Peurest prizoniet
200/300 marvet pe gloazet
Al lestr hobregonet alaman Schleswig-Holstein
o vombezañ Westerplatte.

D'an 29 a viz Even 1974 un ti-gward chomet en e-sav abaoe an emgann (met diblaset eus al lec'h orin) a oa bet treuzfurmet en ur mirdi anvet "Ti an derc'hel soñj broadel". D'an 2 a viz Even 1980, ministrerezh ar sevenadur hag an Arz a gemmas al lec'h en ur skourr eus mirdi Istorel Gdansk[1].

An darvoud-mañ a voe savet ur film hir — Tajemnica Westerplatte an titl anezhañ — diwar e benn gant ar filmaozer polonat Paweł Chochlew (1971-) e 2013.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ