Emilia Pia da Montefeltro

Emilia Pia da Montefeltro, pe Emilia Pio di Savoia (Carpi, ... – Cantiano, 1520) a oa un itron a wad uhel en Italia ar XVIvet kantved.

Poltred Emilia Pia da Montefeltro, gant Raffaello Sanzio.

Merc'h e oa da Marco II Pio (?-1493), mab da Giberto (?-1466) hag Alda da Polenta. Desavet e voe e lez Carpi a oa ul lec'h a sevenadur a bouez en amzer-se.

E 1475 e voe dimezet da Antonio da Montefeltro (1445-1508), ha henezh a voe kabiten an armoù e ti he zad e-pad dek vloaz.
Goude marv he fried e teuas Emilia da vezañ unan eus brasañ mignonezed he c'hoar-gaer Elisabetta Gonzaga (1471-1526) ; bevañ a rae etre Urbino ha Cantiano, ober a rae war-dro he c'hastell, ma varvas e 1520.

Brudet eo gant ur poltred anezhi a voe graet gant Raffaello Sanzio e 1504 pe 1505, Ritratto di Emilia Pia da Montefeltro. Hi marteze ivez a weler er poltred all anvet La Gravida, er Galleria Palatina e Firenze.

Levrlennadur

kemmañ