Enez Cara
Enez Cara zo un enezennig er-maez da Cinn Tìre e Bro-Skos, ha 132 devezh-arat enni. Didud eo abaoe ar bloavezhioù 1940.
Douaroniezh
kemmañCara zo ur c'hardlev eus Gigha. Mont di a reer eus Gigha, pa gaver unan bennak prest da vageal.
Istor
kemmañD'an 22 a viz Gwengolo 1940 e voe kaset al lestr Aska d'ar strad war gerreg gwalarn an enezenn goude tizhet gant kirri-nij alaman.
Tasmant
kemmañKerreg a zo, tre e kreisteiz an enezenn, a zo anvet Broonie's Chair, "kador Broonie". Un tasmant eo, ha ne gar ket gwelout tud oc'h azezañ en e gador. Evit-doare e kas gantañ ar re a gred ober.
Anv-badez
kemmañCara a dalvez kement ha "muiañ karet" . Un anv plac'h, boutin a-walc'h, eo Cara er c'hornad, ha brudet e Skos. War a seblant eo aet ar brud betek SUA .
Notennoù
kemmañ