Lev (muzul)

(Adkaset eus Kardlev)

Un unanenn hed kozh eo al lev (reizh benel, liester levioù, eus al latin leuca deuet eus ar galianeg). Implijet e veze e meur a vro en Europa ha Suamerika. Talvezout a rae al lev-bost etre tri ha c'hwec'h kilometr. Met hedoù liesseurt a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. En 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E Breizh e talveze al lev kement ha 4 800 metr, evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev-vor, houmañ teir gwech ur mil-mor (5,516 m).

E 1791 e tivizas Bodadeg Vonreizhañ Bro-C'hall e vefe graet gant reizhiad ar metr hiviziken hag e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.

E Breizh e vez kavet anvioù-lec'h gant lev enno. Div draezhenn hir kenañ a zo anvet al Lev-Draezh : unan e foñs Bae Douarnenez e kumunioù Ploudiern ha Sant-Vig hag an eil e kornôg Bro-Dreger e kumunioù Plistin, Treduder ha Lokmikael-an-Traezh.

Gerioù deveret

kemmañ
  • leviata : beajiñ da bell,
  • leviad : hedad al lev,
  • bannlev : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e Bro-C'hall e veze paet tailhoù bihanoc'h dindan peder lev tro-dro da Bariz.
  • kardlev : ur c'hard eus ul lev, da lavarout eo ur c'hilometr.