Traezh
- Gwelout ivez traezh (lec'hanvadurezh)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur c'harregad poultrennek ennañ silik eo an traezh (reizh gourel ha furm a-stroll ivez). Graet eo gant grouan bihan-tre dezhañ al liv gwenn pe velen. Kavet e vez a-hed an aod, dindan ar mor, er dourredennoù ha e lec'hioù'zo war an douar. Implijet e vez stank traezh evit ober simant, un danvez pennan evit ar saverezh
Stummoù douarel krouet diwar an traezh
kemmañ- Traezh pe draezhennoù an aod
Tuchenn draezh a gaver paot a-hed aodoù 'zo. Krouet e vez diwar an avel-mor o kas an traezh pelloc'h ken eo goloet lodennoù an douar. A-wechoù e vez graet eus ar ger tevenn evit hec'h envel. (Sellet ouzh an Ardeven (diwar àr + tevenn): erinoù e-leizh a zo eno).
- Erv-traezh
Er mor, en aberioù hag e stêrioù'zo e vez kavet reuzeulioù, da lavaret eo bernioù traezh. Dre ma vez lies donder gant an dourioù (koulz er mor hag er stêrioù) e vez alies ar reuzeulioù ur skoilh evit ar verdeadurezh pe ar bageerezh. Ur reizhiad merkoù a gaver evit menegiñ an dañjer.