Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Héron
Enez Héron.
Enez Héron.
Anv gallek Île Héron
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 13′ N, 1° 30′ K
Gorread 0,69 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Sant-Sebastian-an-Enk
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Héron (Île Héron e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger, e kumun Sant-Sebastian-an-Enk, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned.

N'haller ket mont d'an enez hep ur vag e-pad ar goañv peogwir n'eus pont ebet a stag anezhi ouzh ribloù ar stêr, abalamour da se eo chomet koadek ha naturel an enezenn. Moaien zo da vont di e-pad an hañv avat pa vez izeloc'h an dour dre ur roudouz. Difennet eo d'an dud diavaez evit abegoù a surentez hag evit nompas direnkañ an endro.

Emañ Enez Pinette en norzh d'an enezenn, ar Gourdeau eo anv ar vrec'h a disrann anezhe.

Anv an enez a-hed an amzer[1]:

  • Île des Plombs
  • Île Barthélémy
  • Île de la Grésillère (1781)
  • Île Renaulet (1784)
  • Île Héron (1850)

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (fr) "L'Ile Héron", war lec'hienn ofisiel al Liger-Atlantel.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.