Enez Purbeck
Enez Purbeck (Isle of Purbeck e saozneg) n'eo ket un enezenn e gwirionez hogen ul ledenez, war aod su Bro-Saoz, e kontelezh Dorset. E distrig Purbeck emañ.
Er c'hreisteiz hag er reter d'al ledenez emañ Mor Breizh. Er gwalarn emañ ar stêr Frome hag er biz emañ Poole Harbour, ur pleg-mor.
Meur a geriadenn zo el ledenez hag en o zouez emañ Corfe Castle, anvet diwar ur c'hastell kozh. Eus an XIvet kantved eo ar c'hastell-se, unan eus ar re gentañ e Bro-Saoz hag a voe savet gant mein. El lec'h m'emañ Corfe Castle e oa bet lazhet ar roue saoz Edouarzh ar Merzher e 978.