Enez San Clemente (Galiza)
- Ur pennad Enez San Clemente zo ivez.
Enez San Clemente (Illa de San Clemente, Illa de San Cremenzo, Illa do Santo do Mar) zo un enezenn eus Galiza e proviñs Pontevedra war zouar kumun Marín.
Un enezennig 8 devezh-arat tostik d'an douar-bras eo. Pa vez izelvor da vat e c'haller mont di war-droad dre un erv draezh ; roc'hellek eo tro-dro an enezenn a-hend-all. Geotek eo, div binenn vras zo, ha dismantroù peniti kozh San Clemente, hag ur pardon a veze.
Kanet eo bet al lec'h gant Nuno Treez, ur barzh galizek (trobador) er Grennamzer, en ur varzhoneg (cantiga de amigo) :
- [...]
- San Clemenço do Mar,
- se mi d'el non vingar,
- non dormirei,
- San Clemenço señor.
- Se vingada fôr,
- non dormirei.
- Se mi d'el non vingar,
- do fals' e desleal,
- non dormirei.
- Se vingada non fôr
- do fals'e traedor
- non dormirei.
- [...]