Enez Vreac'h

(Adkaset eus Enez Wrac'h)

Enez Vreac'h zo anv div enezenn e genoù stêr an Aber-Ac'h, e Plougerne : Enez Vreac'h Vihan hag Enez Vreac'h Vras.

An div Enez Vreac'h, gwelet eus Enez Terc'h.

War Enez Vreac'h Vihan ez eus un ti bihan, savet en XIXvet kantved.

Tour-tan Enez Vreac'h, daoust d'e anv, n'emañ war hini ebet eus an div enezenn-se, met war unan all e-kichen, anvet Roc'h Gored.