Enez Terc'h (Plougerne)
Un enezenn all zo anvet Enez Terc'h e Plougouskant. Sellit ouzh Enez Terc'h (Plougouskant)
Enez Terc'h, pe Enez Derc'h, zo un enezenn e kumun Plougerne, e mervent ar gumun, etre Landeda er c'hornôg, ha Plougerne er reter, e genoù stêr an Aber-Ac'h. Enez vrasañ an aber eo[1].

Istor kemmañ
Lesanvet eo "enez an Amerikaned", abalamour ma voe staliet ur c’hamp enni gant arme Stadoù Unanet Amerika e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Ur c’hamp dournijerezioù e oa. Talvezout a rae an nijerezioù-se da wareziñ al listri a zegase soudarded hag armoù eus ar Stadoù Unanet da Europa e dibenn ar brezel, a-enep tagadennoù al listri-spluj alaman. E miz Genver 1918 e voe savet barakennoù da reiñ bod da 500 soudard ha 40 ofiser. Dour ha tredan a oa er c’hamp. Savet e voe ur c’hal da dennañ an dournijerezioù e-maez ar mor evit o c’has betek karrdioù bras hag unan all evit ma c’hallje ar bigi dilestrañ an dafar a oa ezhomm evit ar c’hamp. Daoust ma ne servijas ket an diazezlec’h-se e-pad pell amzer, eo chomet al lesanv « enez an Amerikaned » betek hiziv.
E-pad an Eil Brezel-bed e voe implijet an enezenn gant an arme alaman en em stalias eno evit eveshaat an aod ha genoù an Aber-Ac'h.