Enez Terc'h (Plougouskant)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un enezenn all zo anvet Enez Terc'h e Plougerne. Sellit ouzh Enez Terc'h (Plougerne)
Enez Terc'h
Anv gallek Île d'Er
Geografiezh
Lec'hiadur Mor Breizh, (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 52′ N, 3° 11′ K
Lein uhelañ 25 m
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Kumunioù Plougouskant
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Terc'h[1] zo un enezenn e Breizh, e Treger, e kumun Plougouskant, dirak aod Porzh Hir, en aber ar Yeodi. Gallout a reer mont di war droad d'an dazre.

Un douar prevez eo, lakaet e gwerzh adarre e 2013 evit 2,28 milion a euroioù[2].

En amzer ar Romaned ez eus bet klasket plom en enez.

Bet eo etre daouarn beskonted Donez, ha goude etre re menec'h abatioù Marmoutier hag Abati Redon.

En 1058 e voe savet prioldi Sant-Simforian, stag ouzh abati Marmoutier Teurgn, un abati savet eno er IVvet kantved gant Martinus Teurgn.

Er bloavezhioù 1054-1062, e voe legadet ar c'hwec'hvedenn eus an enez gant Rouaud du Pellerin da abati Redon. En 1060 e voe roet gant Rouaud du Pellerin ur palefarzh eus an enez da abati Redon adarre, ha resev a reas tri-ugent gwenneg ("sols") evit se.

Servijet he deus da verniañ lastez lanv du an Torrey Canyon e 1967, ha naetaet e 2011[3][4] goude 44 bloaz.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Alain Le Berre, Abel Omnès, "Toponymie nautique de la côte nord de la Bretagne entre le plateau de la Méloine et les Héaux-de-Bréhat", 1973, p.187; Kerofis, Ofis Publik ar Brezhoneg [1] (klask "Er"); Kartenn IGN 1:25000 "Paimpol, Tréguier, Île de Bréhat": «Île d'Er ou Énez Terc'h»; Jean Le Dû, Le trégorrois à Plougrescant, dictionnaire breton-français, Emgleo Breiz, 2012, p. 228 (skrivet «n énes Tèrh» gantañ).
  2. Le Télégramme 13/10/2013 Le Télégramme 13/10/2013(doare krubuilhet)
  3. Ouest-France - Le chantier de dépollution de l'île d'Er s'est achevé plus tôt que prévu
  4. Robin des Bois 30/09/2011
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.