Enkelados mab Ouranos

(Adkaset eus Enkelados)

Enkelados (henc'hresianeg Ἐγκέλαδος ) a oa unan eus ar Ramzed e gwengelouriezh Hellaz. Ganet e oa diwar Gaia (an Douar), hag Ouranos (an Oabl). Stourm a reas ouzh Athena e-kerzh Brezel ar Ramzed . Beziet e voe er Menez Etna, e Sikilia.

Athena oc'h en em gannañ gant Enkelados war ur pod pri eus Attika, w.d. 550 kent JK500 kent JK (Louvre)

Gwengel

kemmañ

Enkelados a oa unan eus ar Ramzed, ganet diwar gwad Ouranos pa gouezhas war an Douar en deiz ma voe spazhet an doue gant e vab Kronos. Ar Ramzed a vrezele a-enep Zeus ha Doueed an Olimpos ha graet e vez Gigantomac'hia ag an emgann-se, ar gad veur evit derc'hel ar c'hosmos. Ur Ramz anvet Enkelados, o stourm ouzh Athena, a c'haller gwelet war ur pod oberiet ha kinklet en Attika er VIvet kantved kent JK.

En Ion, e skriv Euripides e tremenas an emgann en Azeuldi Apollo Delfi, lec'h ma "voe savet skoed-gorgon Athena a-enep Enkelados".

Abeg an dispuilh tanveneziek hag ar c'hrenoù-douar

kemmañ

Ag Enkelados (evel euzhviled a zo bet beziet dindan menezioù-tan) e lavared e oa abeg an dispuilh tanveneziek hag ar c'hrenoù-douar. Dispuilhoù Menez Etna a veze graet c'hwezh Enkelados anezho, hag ar c'hrenoù-douar a darzhe pa oa korf Enkelados o eilpennañ. Da skwer e Virgil:

Enkelados, e gorf rufanet gant luc'hed,
toullbac'het, gourvezet, a vane bev:
e anal a rae ar c'hwezhoù tan
eus skalfoù Aitna ; ha ma tivize eilpennañ
hag e lakaat en tu arall, Inizi Trinakria
a grene, hag ar moged a c'holoe an oabl.[1]

Barzhoneg Aetna ag ar c'hantved 1añ (Marteze skrivet gant Lucilius ar Yaouank):

E doureier Trinakria e varvas Enkelados, hag a voe beziet dindan an Aitna. Ar menez a-us e benn, e teuc'he dizehan, gant c'hwezadennoù tan gwastus ag e gorzailhenn.

Daveoù

kemmañ
  1. Virgil, Aeneis 3.570–587.