Vergilius

(Adkaset eus Virgil)

Publius Vergilius Maro (15 a viz Here 70 kent J-K - 21 a viz Gwengolo 19 kent J-K) anvet diwezhatoc'h Virgilius, a oa ur barzh roman klasel, aozour ar Bucolica, ar Georgica hag an Aeneis, ur meurgan a 12 levrenn a oa deuet da vout barzhoneg broadel an Impalaeriezh roman.

Publius Vergilius Maro
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPublius Vergilius Maro Kemmañ
PraenomenPublius Kemmañ
NomenVergilius Kemmañ
CognomenMaro Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Her 70 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhAndes Kemmañ
Deiziad ar marv21 Gwe 19 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvBrindisi Kemmañ
Lec'h douaridigezhParco Virgiliano Kemmañ
MammDesconocido Kemmañ
KarVergilia Vera Kemmañ
GensVergilia gens Kemmañ
Yezh vammlatin Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner Kemmañ
StudierCebes Kemmañ
Tuadur revelnon-heterosexuality Kemmañ
Oberenn heverkEclogues, Georgics, Aeneis Kemmañ
LuskadAugustan poetry Kemmañ
TachennMeurgan, pastoral poetry Kemmañ
Levezonet gantAulus Furius Antias, Homeros, Theocritus Kemmañ
Present in workDivina Commedia Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Gallery of Art Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Pajenn eus Vergilius Romanus, dornskrid eus ar Vvet kantved.

Ganet e oa e-kichen Mantova e Galia Cisalpina en amzer koñsuliezh Crassus ha Pompeius, e ti bourc'hizien vihan. Koñsuled e oa Crassus ha Pompeius adarre pa wiskas Vergilius toga an oad gour, c'hwezek vloaz diwezhatoc'h, e -54, en deiz en-eeun ma marvas Lucrecius. Darn a wel aze un arouez, goude ma ne voe ket bras levezon oberour an De natura rerum war oberenn Vergilius e-skoaz hini Catullus, skrivagner Verona, un amezeg a anavezas moarvat, pe barzhed all a zo saludet gantañ en e v-Bucolica, evel Aemilius Macer (a c'hallfe bezañ Melibe ar Bucolica), C. Helvius Cinna, keneil da Gatullus, L. Varius Rufus, a voe embanner an Eneas, ha Q. Horatius Flaccus (Lycidas er Buc. 9 ?), a zo Horatius e vignon bras a raio animae dimidium meae, « an hanter eus ma ene » anezhañ. En-yaouank ivez e skoulmas darempred gant Quintilius Varus, a vo ur skridvarnour meur (gwelout Hor. Odes, I, 24), ha Cornelius Gallus, a oa o vont da ziazezañ ar varzhoniezh a glemmganerezh e Roma.

Mervel a eure Vergilius en -19 e Brindisi. Lavaret e vez e karje bezañ devet e Aeneis.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 

Sellet er Wikimammenn : Vergilius.