Enrico Fermi (ganet an 29 a viz Gwengolo 1901 e Roma, marvet an 28 a viz du 1954 e Chicago) a oa ur fizikour italian. Tapout a reas ur priz Nobel e 1938 evit e labour diwar ar fizik nukleel. Da heul e servijo e enklaskoù da ziaz da implij an energiezh nukleel. Gounit a reas ivez medalenn Hughes e 1942, medalenn Franklin e 1947 ha priz Rumford e 1953.

Enrico Fermi er bloavezhioù 1940

E vuhez

kemmañ

Ganet oa Enrico Fermi an 29 a viz Gwengolo 1901 e Roma (Italia), trede bugel ur familh a b/Placentins. Ampart er skol, ez eo dedennet buan a-walc'h ar paotr gant ar fizik hag ar matematik. Kregiñ ' ra da studiañ levrioù a bren ar vekanikerezh, an optik, an astronomiezh hag skiantoù ar son (akoustik). Ur mignon da dad Fermi, an ijinour Adolfo Amidei, o welet barregezhioù ar paotr a bresto dezhañ ur guchennad levrioù diwar ar matematik. E mod-se, e mestroni Fermi da 17 vloaz ar c'heometriezh analitik, ar c'heometriezh projektivel, ar jediñ anfinel ha integrel hag ar vekakanikerezh heboell (rasional). Degemeret eo e Skol veur normal Pisa.

Studiañ a ra e unan un nebeud skoulmadoù fizik matematik, ha lenn a ra evit se levrioù Poincaré, Poisson pe Appel. Adalek 1919 ez a Fermi trezek an teoriennoù nevez evel ar relativelezh pe ar fizik atomek. En doare-se e pak kalz a anaoudegezh diwar benn teoriennoù: ar relavivelezh bevennet, ar c'horf du pe c'hoazh patrom Hidrogenn Niels Bohr. Abalamour da kement-mañ ez eo Fermi an den nemetañ er skol veur o anavezout an teoriennoù-se, ha goude goulenn e gelennerien e ra prezegennoù d'ar gelennerien ha d'ar skoazellerien diwar dizoloadennoù diwezhañ ar fizik atomek.

Da heul pevar bloavezh studi e embann Enrico fermi, e miz genver 1922, ur pennad diwar benn ar relativelezh hollek. E touez skiantourien Italia ez eo Fermi ha Levi-Civita ar re nemeto o tifenn teorien Einstein.

E 1922 e tap Enrico Fermi e ziplom, e labour memor o vezañ war difraktadur ar skinoù X.

Kejañ a ra ouzh kalzig fizikourien brudet en Italia a-raok bezañ prezeger 'pad daou vloaz e skol veur Firenze . War-lerc'h, e 1926, ez a da gelenner war ar fizik teorikel e Roma . E-kerz ar mare-se eo e tiorroo teorienn stadennel kantik, anvet diwezhatoc'h stadegoù Fermi- Dirac.

Adalek 1932 ez a war zu ar fizik nukleel. E-kerzh ar bloavezh-se e skrivo ur pennad diwar benn ar radioaktivelezh β. E 1934 ez a pelloc'h gant e deorienn diwar ar skignadennoù banoù β hag ez a etrezek krouadur izotopoù nevez skinoberiant dre bombezadurioù neutronoù gorrek.

E penn kentañ an eil brezel bed (genver 1939) e tivro Fermi gant e familh d'ar Stadoù Unanet. Kelenn a ra neuze e Columbia gant e vignon Leó Szilárd . Kenlabourat a reont asambles e skol veur Chicago da sevel ur pil atomek. Aze eo d'an 2 a viz kerzu 1942 ez krouet ar reaktadur terriñ heuliet gentañ meret gant mab-den. Ar reaktor nukleel kentañ eo. Labourat a ra goude e labourva Los Alamos e skipailh raktres Manhattan betek fin ar brezel. Roet ' vo dezhañ ar vroadelezh amerikan e 1945 evit e labour tro ar vombezenn nukleel.

E 1946 e asant ar post kelenner en INS (Institute for Nuclear Studies)e Chicago (SUA), anvet diwezhatoc'h Enrico-Fermi Institute. Evit e enoriñ ez eus bet savet ar priz Enrico-Fermi, roet adalek 1954 evit goprañ diorroadennoù dibar e ran an energiezh.

Mervel a reas e 1954 diwar ur c'hrign bev eus ar stomok.

Labourioù

kemmañ
  • Stadegoù Fermi-Dirac
  • Teorienn disintegradur β
  • Dizoloadur an neutronoù gorrek