Ercole Bentivoglio (lenneg)
Ercole Bentivoglio, ganet e Mantova e 1507, a oa ul lenneg hag ur skrivagner italianek.
Hennezh a oa dekvet bugel Annibale II Bentivoglio ha Lucrezia d'Este (1477-1518), bastardez da Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara. Skarzhet e oa bet e dad eus Bologna e miz Du 1506, goude an taol-berz lakaet war gêr gant ar pab Jul II. E miz Eost 1507 e skrivas e vamm eus Mantova d'he breur kardinal, Ippolito d'Este, o chom e Ferrara, da c'houlenn repu eviti hag he ribitailh bugale.