Éric Besson

(Adkaset eus Eric Besson)

Éric Besson, ganet d'an 2 a viz Ebrel 1958 e Marrakech e Maroko, zo ur politikour ha den a aferioù gall, a orin gall ha libanat, bet ministr e-barzh gouarnamant François Fillon, karget d'ober war-dro an Identité nationale gall, hag an enbroañ.

Éric Besson
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanÉric Kemmañ
Anv-familhBesson Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Ebr 1958 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMarrakech Kemmañ
PriedSylvie Brunel Kemmañ
BugelAriane Fornia Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, liberal profession Kemmañ
Kargkannad gall, kannad gall, maer Donzère, Q66500546, Q65483048 Kemmañ
Bet war ar studi eInstitut d'études politiques de Paris, Montpellier Business School, Lycée Lyautey Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelStrollad sokialour, Unvaniezh evit ul Luskad Poblel Kemmañ
Prizioù resevetLysenko Prize Kemmañ
Éric Besson e 2010

Dimezet eo bet da Sylvie Brunel (1983), da Yasmine Tordjman (2010) ha da Jamila Azeroual (2015).

Eus 1993 da 2007 e oa ezel eus ar Strollad sokialour gall. Maer Donzère eo, en Drôme abaoe 1995. Kannad eo bet eus 1997 betek 2007, evel ezel eus ar PS, hep strollad abaoe.

E penn an embregerezh Éric Besson Consulting eo en doa krouet e 2013.

Buhez prevez

kemmañ

Besson a oa bet dimezet gant Sylvie Brunel eus 1983 betek 2009, geograferezh ha skrivagnerez eo hi. Bremañ eo prezidantez Oberiant a-enep an Naonegezh. Tri bugel a zo bet gant ar c'hooublad. An hini koshañ, Alexandra (ganet e 1989), zo ur skrivagnerez.

 
Eric Besson gant Yasmine Tordjman e 2011.

Goude-se eo bet dimezet Besson gant Yasmine Tordjman e miz Gwengolo 2010, ur studierez war an arzoù eus Tunizia. Hi zo merc'h-bihan ar prezidant tuniziat Habib Bourguiba. E miz Kerzu 2012, ar c'houblad a embanne e oant o vont da zizimeziñ ar pezh a voe graet e 2015.

Goude-se eo dimezet ur wech c'hoazh gant Azeroual Jamila e miz Eost 2015.