Erik an Trec'her
Erik VI, pe Eric an Trec'her (norseg: Eiríkr inn sigrsæli, svedeg: Erik Segersäll; ganet e 945 – marvet war-dro 995) a oa ur roue e Sveden. Eñ eo ar roue istorel kentañ testeniekaet er mammennoù. Koulskoude e vez gwelet e vab Olof Skötkonung evel ar roue degemeret mat gant meuriad ar Sveded tro-dro Mälaren, kement ha gant ar C'hoted war-dro al lenn Vättern.
Mammennoù ar Saga
kemmañMeneg zo eus Erik an Trec'her e meur a saga. Treuzkaset e veze istorioù an norzh dre-gomz d'ar mare-se. Alies e veze lavaret e oa mab da Björn Eriksson. Dimezet e oa gant Sigrid an Dismegañserez, merc'h d'ar Viking Skagul Toste. Dav e voe dezhañ roiñ Götaland dezhi goude o dibriediñ. Hervez Saga Eymund e kemeras ur rouanez nevez, a oa Aud hec'h anv, merc'h da Haakon Sigurdsson, a rene e Norvegia.
Adam eus Bremen
kemmañAdam a daolennas Erik evel ur woten hag a-enep mik ar relijion gristen. Newazh e oa ur bern misionerion a oa o labourat e-pad e renad, tud estren ha tud troet d'ar gristeniezh ergentaou hag a zeue eus tiegezhioù eus an norzh. Odinkar ar C'hozh a oa o prezeg e Fyn, Sjælland, Skania and Sveden. Marse e oa a-du Erik da vezañ badezet e-keit e veaj e Danmark, mard eo gwir e voe ar roue svedat kentañ en devoa graet. Mes lavaret e vez e nac'has e gredennoù nevez en-dro hag e tistroas da relijion e hendadoù e fin e vuhez.
-
Istorourion a soñja eo beziet Erik dindan unan ag an tumuli eus Uppsala Kozh.
-
Ar roue Erik, treset gant Gustaf Henrik Mellin e 1850