Estremadura
Estremadura zo ur broviñs istorel eus Portugal, adalek ar Grennamzer betek an XIXvet kantved. Dont a ra an anv eus Extrema Durii (pennoù ar stêr Douro), evit ober meneg eus an douaroù gounezet, e-pad ar Reconquista kristen, diwar-goust ar vuzulmaned, evel ma oa ivez ster ar ger spagnolek Extremadura e Spagn. Lisboa e oa ar gêr-benn.
Proviñs Estremadura (1936)
kemmañE 1936 e voe un adkempenn er velestradurezh ha savet ur Proviñs Estremadura, bihanoc'h.