Eufrosyne (Ευφροσυνη /Euphrosúnê e gregach, da lavarout eo « Levenez »), pe Euthymia (Εὐθύμία /Euthúmia « Fiziañs » ) a oa unan eus ar C'haritezed e mojennoù Hellaz kozh.

Ar C'haritezed :
Aglaia, Eufrosyne ha Thalia
(Delwenn gant Antonio Canova).

Evel he c'hoarezed e oa merc'h da Zeus ha d'an Okeanidenn Eurynome, pe da Eunomia, unan eus an Eurioù. Hervez Caius Julius Hyginus avat, e oa merc'h da Erebos ha da Nyks, ha c'hoar da Aglaia ha da Dhalia. Peurvuiañ e soñjer e oa ar c'hoar etrehenañ, etre Thalia hag Aglaia.

Arouez al levenez en he barr e oa, ar chervad, ar galonegezh, ar fiziañs, ar blijadur da vevañ.

Pennad kar

kemmañ