Eugénia Câmara
Eugénia Infante da Câmara (Lisboa, 9 a viz Ebrel 1837 — Rio de Janeiro, 28 a viz Mae 1874) a oa un aktourez portugalat ha brazilian, ur varzhez, ur skrivagnerez pezhioù-c'hoari hag un droourez.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Brazil, Rouantelezh Portugal |
Anv-bihan | Eugênia |
Anv-familh | Câmara |
Deiziad ganedigezh | 9 Ebr 1837 |
Lec'h ganedigezh | Lisbon |
Deiziad ar marv | 28 Mae 1874 |
Lec'h ar marv | Rio de Janeiro |
Kompagnun(ez) | Antônio Frederico de Castro Alves |
Yezh vamm | portugaleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | portugaleg |
Micher | aktour |
Ganet e oa e Lisboa e 1837. E 1859, da 22 vloaz, e tegouezhas e Rio de Janeiro gant ar gompagnunezh c'hoariva renet gant Furtado Coelho, he serc'heg . C'hoari a reas eno, er bloavezh-se en-eeun, er Ginásio Dramático.
E [[1863] ez eas gant kompagnunezh Eugênia da Recife, ha c'hoari a reas eno en Teatro Santa Isabel. E 1866 e teuas da vout serc'h Antônio Frederico de Castro Alves. E 1867 e veve gant ar barzh e Barro, hag e miz Mae ez ejont da Vahia.
E miz Genver 1868 e lestras Castro Alves hag Eugénia da vont da Rio de Janeiro. E dibenn ar bloaz-se e savas dizemglev etreze, ma tispartijont.
Film
kemmañEr film Vendaval Maravilhoso, renet gant José Leitão de Barros e 1949, e oa c'hoariet Eugénia Câmara gant ar ganerez hag aktourez Amália Rodrigues[1].
Levrlennadur
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (fr)