Euryalos
(Adkaset eus Euryalus)
Euryalos (Εὐρύαλος e gregach) azo anv meur a zen e mojennoù Hellaz.
- Euryalus, serc'heg Nisus, en Aeneis ar barzh latin Vergilius[1], gwelout Euryalus ha Nisus. Mervel a rejont en un argad ouzh ar Rutuled.
- Euryalos a oa mab da v-Mekisteüs hervez mojennoù Hellaz kozh. Perzh a gemeras e beaj an Argonaoted. Argadiñ a reas kêr Thebai, evel unan eus an Epigoned, hag a gemeras kêr da gaout dial eus marv o zud o doa klasket aloubiñ Thebai gwechall. Hervez Ilias Homeros e kemeras perzh e brezel Troia, hag e oa mignon gant Diomedes. Unan eus gwazed Hellaz o vont e marc'h Troia e oa. Koll e voe er genstrivadeg dornata a voe da geñver obidoù Patrokles, hag Epeios an hini a voe trec'h.
- Euryalos, ur mab da Euippe hag Odysseüs. Diwezhatoc'h e voe lazhet gant e dad[2].
Notennoù
kemmañ- ↑ Virgil. Aeneis, V.294.
- ↑ Parthenios Nikaia, Istorioù karantez, 3.