Euryalus ha Nisus
Euryalus ha Nisus a oa daou gompagnun da Aeneas, e barzhoneg Vergilius. Peurvuiañ e weler en o darempred hini daou vignon ha daou serc'heg, Euryalus an hini yaouank, an eromenos, ha Nisus, an den gour, an erastes. Koulskoude n'eo ket ken splann-se e skrid Vergilius.
Abeg ar marv | Killed in action |
---|---|
Brezel | Rutulian War |
Present in work | Aeneis |
Deskrivet en URL | https://mobmagazine.it/blog/2023/03/eurialo-e-niso-simboli-di-bellezza-e-amicizia-eterna/ |
Ar vojenn
kemmañDaou gompagnun da Aeneas e oa Euryalus ha Nisus e-pad brezel Troia, ha pa voe kemeret kêr gant tud Hellaz ez ejont o-daou da heul Aeneas da veajiñ war vor.
Goude meur a vloavezh o redek ar Mor Kreizdouarel, setu ma tegouezhas o lestr e Latium. Eno e voe brezl abalamour d'ar roue Turnus ha d'e Rutuled ha ne felle ket dezho gwelout estrenien o tont da chom en o bro.
Dont a reas Turnus war-dro an abardaez-noz gant e arme dirak kamp gwazed Troia. Nec'het ar wazed abalamour ma oa aet Aeneas da redek bro da glask skoazell. Deuet noz du, setu Euryalus ha Nisus o vont da glask mont e-maez o c'hamp da gerc'hat o mignon Aeneas. Mont e-maez o c'hamp a rejont didrouz, met treuziñ kamp ar Rutuled a oa d'ober ivez. Kousket e oa an enebourien aese voe lazhaén un toullad anezho. Hag int kuit gant ur vriad armoù laeret. Met urpennad goudee voesachet evezh marc'hegerien rak lintrañ a rae al loar war tokarn Euryalus. Skampañ kuit a reas Nisus, met Euryalus ne c'hallas ket abalamour d'an armoù laeret a zouge. Gronnet e voe gant an enebourien. Nisus, a welas n'edo ket e vignon war e lerc'h a deuas en-dro war e giz. Gant e goafoù e lazhas daou Latin. Volcens, an hini a oa e penn ar varc'hegerien, a grede e oant bet lazhet gant Euryalus hag a c'hourdrouzas lazhañ ar gwaz. Neuze e tostaas Nisus e oa eñ an hini a oa kiriek d'an daou varc'heger lazhet. Volcens a lazhas Euryalus gant e gleze, ha Nisus a lazhas Volcens, a-raok bezañ lazhet ivez.
Levrlennadur
kemmañ- Aeneis, (IX).