Evliya Çelebi
Evliya Çelebi (25 a viz Meurzh 1611 - 1682) a oa un Turk otoman. Brudet eo abalamour d'e veajoù dre an Impalaeriezh otoman. Foetañ bro a reas e-pad ouzhpenn 40 vloaz, ha skrivañ diwar-benn e veajoù en un oberenn anvet Seyahatnâme (Levr ar beajoù).
E vuhez
kemmañGanet e voe e 1611 en Istanbul. E dad, Derviş Mehmed Zılli, a oa orfebour e lez ar sultan. Studioù mat a reas ar paotr. Kregiñ a reas da skrivañ diwar-benn ar pezh a wele en-dro dezhañ, ar savadurioù, ar marc'hadoù, ar sevenadur... en Istanbul. Adalek 1640 en em lakaas da veajiñ e-maez kêr ha kenderc'hel da skrivañ diwar-benn ar pezh a wele dre ma'z ae. Dre an Impalaeriezh otoman a-bezh e veajas ha pelloc'h zoken : Aostria, Izelvroioù, Rusia. Mont a ra e notennoù beaj da ober dek levrenn ha c'hwec'h mil pajennad. Diwar-benn Istanbul eo al levrenn gentañ, ha diwar-benn Kaero an hini ziwezhañ. Talvoudus-bras eo e notennoù da c'houzout penaos e oa ar vuhez en Impalaeriezh otoman en amzer-hont. Diwar-benn yezhoù ha rannyezhoù an impalaeriezh eo dudius e skridoù ivez : gantañ e voe deskrivet ar yezhoù kaokazek evit ar wech kentañ.
Mehmed Zılli e oa anvet, evel e dad. Roet e voe dezhañ al lesanv Çelebi, un anv enorus hag a dalvez kement hag "aotrou" e turkeg hag Evliya zo un anv kevatal da "Gwazdoue", un anv hag a veze roet da gloareien ha da dud santel.
Mervel a reas e 1684 met ne ouzer ket gwall vat pelec'h, en Istanbul pe e Kaero.