Faltazi an amzerioù kent

Faltazi an amzerioù kent zo un dastumad kontadennadoù dastumet e Bro-Dreger gant an Aotrou Marsel Klerg.

Pajenn gentañ golo al levr

Embannet e oa bet al levr e 1999, gant Mouladurioù Hor Yezh, savet ar rakskrid anezhañ gant Pêr Denez.

Unnek kontadenn a ya d'ober al levr :

  • Al Louarn gwenn, Al Liamm, niverenn 28, Gwengolo-Here 1951
  • Kaoz an Tort bihan, Al Liamm, niverenn 34, Gwengolo-Here 1952
  • An Toull kurius hag ar C'horf hep Ene, Al Liamm, niverenn 47, Du-Kerzu 1954
  • Istor Bilj, L'Echo de Lannion, Ebrel-Gwengolo 1955
  • Mab-bihan an Intañvez, L'Echo de Lannion, Gwengolo-Kerzu 1955
  • Kaerañ Soez, L'Echo de Lannion, Kerzu 1955-Meurzh 1956 ha Barr heol war Feiz ha Breizh, niverenn 15, Mezheven 1958
  • Ar Breur hag ar C'hoar, Al Liamm, niverenn 55, Meurzh-Ebrel 1956
  • Ar Bennhêrez sot, L'Echo de Lannion, Meurzh-Mezheven 1956
  • Biskoazh kemend-all, L'Echo de Lannion, miz Gouere 1956
  • Paotr e Vazh Houarn, L'Echo de Lannion, Eost-Gwengolo 1956
  • Ar Roue hag e dri Mab, L'Echo de Lannion, Here-Kerzu 1956

A-raok ar c'hontadennoù-mañ e kaver ur pennad-skrid - Konterien Bro-Dreger (eñvorennoù diaoz) an titl anezhañ - hag a oa bet embannet e-barzh niverenn 8 ar gelaouenn Barr heol war Feiz ha Breizh e miz Gwengolo 1956.