Fanny Clar
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Fanny Clar, bet ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1875 e Pariz (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 20 a viz C'hwevrer 1944, a oa ur stourmerez sokialour c'hall.
Kazetennerez er pemdeziegoù Le Soir ha L'Humanité he devoa kenlabouret gant kelaouennoù all, La Guerre sociale, Le Bonnet rouge ha Populaire en o zouez.
Ouzhpenn he stourmoù evit ar merc'hed hag evit ar peoc'h he devoa skrivet barzhonegoù, romantoù ha pezhioù-c'hoari. Degemeret e voe e Kevredad lennegourien Bro-C'hall e 1924.
Dre m'he devoa graet anaoudegezh, kenkent ha 1913, gant Miguel Almereyda — tad ar filmaozer Jean Vigo — he devoa kemeret perzh er film L'Atalante o terc'hel roll mamm an harozez "Juliette" (Dita Parlo).