Felix Timmermans
Leopold Maximiliaan Felix Timmermans (5 Gouere 1886 – 24 Genver 1947) zo ur skrivagner nederlandek eus Flandrez. Troet eo bet e oberennoù e kalz yezhoù all. Kinnniget e oa bet e anv teir gwech evit Priz Nobel al lennegezh[1].

Ganet e voe Timmermans e kêr Lier, en ur familh pevarzek a vugale. Mervel a reas e Lier ivez da 60 vloaz. Skrivañ a reas pezhoù-c'hoari, romantoù istorel, oberennoù relijiel ha barzhonegoù. Pallieter (1916) eo e romant anavezetañ. Lod eus e skridoù zo bet sinet gant an anv-pluenn Polleke van Mher. Livour ha tresour e oa ivez.
E deroù an Eil Brezel-bed e oa Timmermans e penn ar gelaouenn vroadelour flandrezat Volk. Kemer a reas perzh ivez en Europäische Schriftsteller-Vereinigung (Kevre Skrivagnerien Europa), hag a oa bet diazezet gant an Nazied. Abalamour da se, hag abalamour ma resevas ar Rembrandtprijs (Priz Rembrandt) digant skol-veur Hamburg e 1942, e voe sellet outañ, goude ar brezel, evel ur "c'henlabourer sevenadurel". Didamallet e voe avat d'an 22 a viz Kerzu 1946.